Diouztu pa welem war ar blasenn eur harr bennag
karget, stag outañ eur marh-gwenn, ne vezem ket pell o pignad war ar
harr da ’frapa war lost al loen, evid kaoud eun dornad reun. Eun devez
braz, dreist-oll, e oa evidom devez ar weladenn war ar hezeg. Talma a
ree ar marh, alïez, pa jachem war e bolo-chenn, ken e tibouche er-mêz
euz an ostaleri, ar houer, eet peurvuia da riñsa eur banne. Ha meur a
daol skourjez on-eus paket, er hizze, war on divesker.
***
Dïez avad e oant da gaoud, ha rouez-meurbéd.
Paket e vezent d’an izelvor, e-barz an trêz kaledet, en-dro d’ar herreg,
pe e-touez ar bruzunou kerreg... Trouz a zo er park. Pevar marh kreñv,
Saig ar mevel, ouz o has, a stlej war o lerh an arar-brabant. Mouez ar
haser kezeg a zav ingal ha garo hag ivez e skourjez a sklak béb an
amzer: "Beh ’ta Morïan! Sô amañ Reuneg! Diha, Losteg!"
Алфавит
Aa, Bb, Ch ch, C’h c’h, Dd, Ee, Ff, Gg, Hh, Ii, Jj, Kk,
Ll, Mm, Nn, Oo, Pp, Rr, Ss, Tt, Uu, Vv, Ww, Yy, Zz.
Характерным признаком служит буквосочетание
lang="br">c’h. Употребляются дополнительные буквы é, è,
ê, ï, ñ, ô, ü. В алфавите отсутствуют буквы q,
x.
Бретонский язык распространён на полуострове Бретань во
Франции; на нём говорит около 1 млн. человек.
Принадлежит к кельтской группе индоевропейских языков.